Dimanche 3 août 2008 — Dernier ajout jeudi 14 juillet 2011

Kantik Sant Erwan

Saint Yves
Diskan
Nann, n’eus ket e Breizh, nann, n’eus ket unan
Nann, n’eus ket ur sant, evel sant Erwan
Nann, n’eus ket ur sant, evel sant Erwan

  1. N’eus ket en Argoad, n’eus ket en Arvor,
    Koulz ha sant Erwan ’vit an dud a vor (2w)
  2. Nann, n’eus ket er vro, ’vel ma lavarer,
    Hag a ve ken mat ’vit al labourer.
  3. N’eus ket kaeroc’h skouer d’an dud a lezenn
    Evit sant Erwan, skouer ar veleien.
  4. Evel hon Tadoù, int, tud a gredenn,
    Lavaromp d’ar Sant, ’n ur gaer a bedenn :
  5. Aotrou Sant Erwan, Patron Breizh-Izel,
    Bezañ treitour deoc’h, nann, kentoc’h mervel.

Voir en ligne : Pardonoù Landreger (e galleg)